Va hent

Denez Prigent, Yann Tiersen

Kemer a rin an hentoù glas a vouskan din an aezhenn

Ha fulennoù arc'hant ar glizh war radenn an dosenn

Kemer a rin an hentoù kamm a yud din ar sparfell

Ha sklêrijenn rouz al loar-gann pa vez diroll an avel

Kemer a rin an hentoù kuzh 'zañs din ar c'houer lirzhin
Ha war beg an toennoù ruz mogedoù gwenn ar frim

Kemer a rin an hentoù aour 'gan din eon ar stered

Hag en neñvoù splann miz Here bagadoù al laboused

Kemer a rin an hentoù koll a gont din ar vogidell

Ha tasmantoù roz ar c'houmoul e melezour ar stivell

Kemer a rin an hentoù don a lavar din va c'halon

Rak kavout a ran hoc'h hini re eeun evidon

Músicas mais populares de Denez Prigent

Outros artistas de Worldbeat