Lestr Dienez
War beg an teven, em c'hoazez
'Welan ur vag o vont er-maez
Ruz he banniel, du he gwernioù
Glas an avel 'c'hwez he gouelioù
Mont a ra kuit pell diouzh he bro
Ha biken ken ne zistroio
Mont a ra kuit hep keuz ebet
Diouzh red ar mor hag ar stered
War beg an teven, a c'hourvez
'Welan o noziñ war an traezh
Rouz al loar, flour an aezhenn
E-kreiz an oabl ur roudenn wenn
Ra c'hwi 'gavo lestr Dienez
codoù kaer al levenez
Ra te 'gavo lestrig Denez
E penn ar veaj da enez