Gwerz Montsegur
E Montsegur 'n hini 'z afe
Dismantroù ur c'hastell 'welfe
'Welfe dismantroù ur c'hastell
War ar menez kludet uhel
Gant ar gatared bet savet
Pell amzer a zo, eizh kanved
Bet savet gant ar gatared
Ur marv kriz eno 'deus bet
Eno 'deus bet ur marv kriz
Goude ur seziz triwec'h miz
Goude ur seziz hir-meurbet
Tapet int bet ha kondaonet
Kondaonet o-holl d'ar buched
Gant Loeiz IX, ur roue kalet
Savet 'm eus ur werzenn nevez
Na zisoñjo den o finvezh
Ur werzenn nevez 'm eus savet
Poanius d'an neb 'vo d'he c'hlevet
E Montsegur 'n hini 'vije
c wadje kalon hag ene
Kalon hag ene e wadje
D'ar c'huzh-heol an devezh-se
Un ambroug o welet eno
Unan kañvaouus o ya, mar zo
Un ambroug eno o welet
Tud kozh ha yaouank gwallsammet
Tud kozh ha yaouank, un drue'
Chadennet an eil d'egile
Tud kozh ha yaouank mac'hagnet
O divskouarn, o zeodoù skizhet
O divskouarn, o zeodoù skizhet
Hag o daoulagad diframmet
'Met gant unan, 'penn ar steudad
Ul lagad dezhañ chomet mat
'Met gant unan, ur paotr bihan
Ul lagad espernet dezhañ
Dezhañ ul lagad espernet
Da gas ar strollad d'ar buched !
« -E Montsegur, din-me lâret
Din-me lâret pa n'ouzon ket
E Montsegur petra 'erru
'Vit gwelet an oabl liv ru'
Koulskoude an heol kuzhet
Ha 'r pennad 'zo kreiznoz sonet ?
-E Montsegur 'vit lâret ferm
Digor frank dorioù an ifern
E Montsegur ur c'horadenn
Enni o leskiñ pemp kant den
Enni o leskiñ o, ma Doue
Gwazed, maouezed ha bugale ! »
E Montsegur war al leurenn
Neb a spontje a-walc'h neuzen
Eno un tantad ya, ken gouez
Ma faote dindan ar pavez
Ma faote tout ar pavezioù
Ha strinke holl ar gwerennoù
Diouzh ar prenester a-dammoù
Eno un tantad ya, ken bev
Ma 'virve dour ar feunteunio'
Ma 'virve dour ar feunteunio'
Ha 'weñve ar gwez tro-war-dro !
Eno un tantad ya, ken bras
Ma c'helled santoud ar c'hig poazh
Betek teir lev ha pelloc'h c'hoazh !
Met fonnus a-walc'h ne oa ket
Ne oa ket d'ar seblant, tamm 'bet
Tamm 'bet evit ar vourevien
Ha kuit d'ar vered 'tal kichen
Da zizouarañ ar re varv
Ur vezh, 'vit en bouetañ en-dro !
Ha pemp kant all e dek karrad
D'ober ur milier, « ur gont vat »
Ha kig en-dro da vourbouilhat !
Hag e dek karrad pemp kant all
D'ober ur milier, « n'eo ket fall »
Hag eskern en-dro da strakal !
« -E Montsegur, din-me lâret
Din-me lâret pa n'ouzon ket
E Montsegur petra 'erru
'Vit gwelet an oabl liv du
Koulskoude an heol savet
Ha 'r pennad 'zo kreisteiz sonet ?
-E Montsegur 'vit lâret ferm
Serr en-dro dorioù an ifern
E Montsegur nemet ludu
Fuet g'an avel-viz a bep tu
Fuet a bep tu g'an avel-viz
cet eo an holl Vontseguriz ! »
E Montsegur neb a vije
'Vije fromet an deiz goude
cn deiz goude 'vije fromet
D'ar sav-heol, mintin abred
O welet a-us d'ar c'hastell
Ur ganevedenn o sevel
O sevel ur ganevedenn
Evel ur gwareg sklêrijenn
Etre an douar hag an neñvoù
Ouzh e treuziñ kelerennoù
Oc'h en treuziñ, kelerennoù
Kelerennoù dre gantadoù
Kelerennoù alaouret
Eneoù ar re verzheret
Er Baradoz holl o pignat
Ha gras dezho da vezañ mat
Goude ar poanioù diwasket
War an douar pa oant enkorfet