Trañs-Dañs [Live à Yaouank]

Traditionnel

Na ma gan me d'an arme 'vel ma konta monet
Na ma gan me d'an arme 'vel ma konta monet
P'lec'h e lakin-me ma dous tra la la la la la la la la le nig
Tra la la la la la berjelenn da viret

Roit din-me 'ta ma breur kaer roit din-me ho karet
Roit din-me 'ta ma breur kaer roit din-me ho karet
Ha me 'lako neï en gambr tra la la la la la la la la le nig
Tra la la la la la gant ma dimezeled

Ha me 'lako neï en gambr gant ma dimezeled
Ha me 'lako neï en gambr gant ma dimezeled
Petramant en ur sal vras tra la la la la la la la la le nig
Tra la la la la la la gant ma intronezed !

'Oa ket aet pell an den yaouank 'oa ket aet pell deus e di
'Oa ket aet pell an den yaouank 'oa ket aet pell deus e di
E komañsas e c'hoar gaer tra la la la la la la la la le nig
Tra la la la la la la da gano pouilh dezhi

Diwiskit ho koefoù gwenn ho proñsoù dañtelezet
Diwiskit ho koefoù gwenn ho proñsoù dañtelezet
Ha kerzhit d'ar menez du tra la la la la la la la la le nig
Tra la la la la la la da vired al loened

Me 'zo verc'h d'un itron gozh deus maner ar Faouet
Me 'zo verc'h d'un itron gozh deus maner ar Faouet
Ha n'on ket bet kustumet tra la la la la la la la la le nig
Tra la la la la la lada viret al loened

Ma n'oc'h ket bet kustumet, kustumet a viet
Ma n'oc'h ket bet kustumet, kustumet a viet
cmañ 'zo vialenn wenn tra la la la la la la la la le nig
Tra la la la la la la a raï deoc'h-c'hwi monet !

E-pad ar seizh vle kentañ ar verjelenn a ouele
E-pad ar seizh vle kentañ ar verjelenn a ouele
Pa oa krog gant an eizhved tra la la la la la la la la le nig
Tra la la la la la la ar verjelenn a gane.

Músicas mais populares de Denez Prigent

Outros artistas de Worldbeat