Ar groazig aour
Dre Koad-Ar-Spont neb 'dremenfe
Ur maen-koun eno neb 'welfe
Ur maen-koun neb 'welfe eno
Ouzh troad un dervenn kozh marv
Ouzh troad un dervenn kozh marv
Kuzhet gant touskan hag iliav
Ur c'hanenn 'deus din awenet
Ur werzenn poanius ha kalet
Ur werzenn poanius ha kalet
D'an neb 'gavo 'r boan da glevet :
Mon Kerrandon 'c'houle 'vel-se
Ouzh he mamm, he zad an deiz-se
An deiz-se ouzh he mamm, he zad
Hag an Añjelus sonet mat :
« Ma mamm, ma zad, lârit din-me
Ha c'hwi 'rofec'h din-me koñje
Ha c'hwi 'rofec'h din permision
Da vont da fest-noz ar pardon
Pardon Sant Erwan benniget
Ma mamm, ma zad o, me ho ped ?
Koñje deoc'h-c'hwi na roimp ket
'Benn nebeud 'vo noz degouezhet
'Benn nebeud 'vo noz degouezhet
Na weloc'h neuze tamm ebet !
Na weloc'h neuze banne 'bet !
Ma mamm, ma zad na nec'hit ket
Leun eo al loar, flamm ar stered
Leun eo al loar, flamm ar stered
Ha ganin ma letern bepred !
N'eo ket se 'ro din nec'h hepken
Met c'hoazh an erc'h, ar yenijenn
Gwelloc'h ganeoc'h 'chom tomm amañ
E-tal an tan, 'vit kouezhañ klañv !
Ma mamm, ma zad na nec'hit ket
Ma mantell ganin 'vo kaset
Ma mantell ha ma manegoù
Ganto sur, 'm bo ket tamm riv !
N'eo ket se 'ro din nec'h hepken
Met 'r gwall-rañkontroù 'reer en hent
Gwelloc'h ganeoc'h 'chom sioul er gêr
Evit degouezhañ gant ul laer
O pe gwasoc'h c'hoazh, ur muntrer !
Ma mamm, ma zad na nec'hit ket
'Mañ ganin ma c'hroaz aour bepred
'Mañ ganin e tro ma gouzoug
D'am diwall atav ouzh an droug ! »
'Raok 'vije echu an ebat
Hag ar plac'h yaouank dañset mat
Da lâret neuze evel-henn
D'he mignonez 'oa chom 'kichen :
«Kenavo dit-te Marc'harid
Diwe't eo, poent din monet kuit
Dit-te Marc'harid kenavo
Kenavo dit ar c'hentañ tro
Kenavo ma mignonez ger
Poent bras din monet gant an hent
Poent bras din-me monet d'ar gêr !
Kent 'viche nec'het ma c'herent !
Mon gaezh, sur mat n'az lezin ket
Da-unan 'vel-se da vonet
Da vonet 'vel-se da-unan
Dre ar c'hoadoù don ha loargann
Te 'gousko em zi, deus ganin
Gwell' ganez gortoz ar mintin ! »
'N itron Kerrandon 'n deiz goude
Mintin abred 'c'houle 'vel-se
'C'houle 'vel-se mintin abred
Gant he fried, holl nec'hañset :
« Yann Vadezour kaezh ma fried
C'hwi a-raozon bet dihunet
C'hwi a-raozon bet dihunet
Hor merc'h n'ho 'pefe ket gwelet
N'ho 'pefe ket gwelet hor merc'h
Pa na gavan en ti, neblec'h ?
He gwelet c'hoazh na m'eus ket graet
Na m'eus ket graet-me kennebe't
E ti Marc'harid 'vo chomet
Goude ar fest-noz da gousket
Goude ar fest-noz, dinec'het
A-benn nemeur sur 'vo distroet ! »
'Oa ket e c'her peurzistaget
Unan er maez 'oa bet klevet
Unan o lopat war an nor
Mignonez Mon o c'houl digor
Hag an itron pa zigoras
Ar plac'h yaouank dezhi 'lâras :
« Demat deoc'h itron Kerrandon
Deu't oan da welet ho merc'h Mon
Deu't oan d'he gwelet da rentañ
He c'hroazig aour ar buanañ
He c'hroazig aour ganti kollet
O tañsal en noz tremenet ! »
Kavet 'voe Mon tri deiz war-lerc'h
Ha peurdeuziet an troc'had erc'h
'C'hourvez war an douar 'kreiz ar c'hoad
E-mesk an drez hag al linad
He letern ganti 'oa mouget
Ar baour gaezhig 'oa bet lazhet !
He mantell ganti 'oa freget
Ar baour gaezhig 'oa bet gwallet !
He c'hroazig aour ganti 'oa ket
D'ar fest-noz p'he doa hi kollet !
Tri deiz war-lerc'h Mon 'voe kavet
Hag an troc'had erc'h peurdeuziet
Ha peurdeuziet an troc'had erc'h
Nemet war roudoù ar muntrer
Nemet war roudoù ar muntrer
Eus lec'h al lazh betek e gêr
Eus lec'h al lazh betek e di
Aes eo bet 'vel-se da serriñ
Da serriñ 'vel-se aes eo bet
Dorn Doue hep mar en doa graet !
Doue hep mar an hini 'doa graet !
War ar blasenn eo bet krouget
Ha 'kreiz al lannoù interet
Hag interet 'kreiz al lannoù
Hep beilhadenn ha na grasoù
Hep beilhadenn ha na pedenn
Hep kroaz, nag arched ha na nouenn
Ha 'lec'h 'oa e galon yudas
Ul lilienn eno 'ziwanas
Hag hi ken du hag ur glaouenn
Hag hi ken lemm hag un drezenn
Hag hi ken lemm hag un drezenn
Ur ger skrivet war bep bleunienn
Ur ger liv-tan aes da lenn
Stag-ouzh-stag 'raent ur frazenn
'C'houlenn pardon 'vit e dorfed
G'an Aotrou Doue benniget
Met en ifern 'lec'h 'oa an den
Da respont dezhañ den 'bet ken
Met ar flammoù ruz o strakal
Hag ar re zaonet o skrijal
Netra ouzhpenn nann, netra all !
Dre Koad-ar-Spont neb 'dremenfe
Ur maen-koun eno neb 'welfe
Ur maen-koun neb 'welfe eno
Ouzh troad un dervenn kozh marv
Ouzh troad un dervenn kozh gweñvet
Ar werz-mañ 'deus din awenet
Ha bremañ 'm eus-me he c'hanet
Spered al lec'h 'deus respontet
Hag e brankoù ar we'nn varv
Deu't eo delioù, delioù en-dro
Hag e sarac'h an deil nevez
'M eus klevet heklev ur vouezh
Mouezhig flour Mon an hini 'oa
E bro an aeled o kanañ.