War an Hent

Gwennyn

Red, red war an hent
Redomp betek penn an hent
Red, red
Plijadur amañ zo forzh pegement
Redomp evit ar brezhoneg

Tizh, tizh war an hent
Deomp betek penn hon nerzh
Tizh, tizh
Ha dastum a di da di ‘hed an hent
Arc’hant evit ar brezhoneg
A galon vat

Avel ar c’hemm ‘vez o c’hwezhañ
Dre heñchoù Breizh

Hir, hir-mat an hent
Labour divent hon eus c’hoazh
Hir, hir
Koulskoude warc’hoazh abred e savimp Douget gant birvilh hor c’halon

Ale, deomp dezhi, bec’h d’an hent
Kanañ ganeoc’h a-bouez-penn
Deomp dezhi
Ha tizhout erfin pal da gilometr d’ar red evit ar brezhoneg A galon vat

Avel ar c’hemm ‘vez o c’hwezhañ
Dre heñchoù Breizh

Hep yezh, Breizh ebet E brezhoneg da gentañ !

Curiosidades sobre a música War an Hent de Gwennyn

Quando a música “War an Hent” foi lançada por Gwennyn?
A música War an Hent foi lançada em 2021, no álbum “Immram”.

Músicas mais populares de Gwennyn

Outros artistas de Pop rock