Bleunioù pop up

Gwennyn

[Kentañ strofad]
Bleunioù 'vo tro-dro din
A-gantadoù ’kresko e ma jardin
Ha Seizh Marzhenn ar bed
'Zaoulin rak kement a vraventez

Amañ 'vo bokedoù-laezh
Daoulagad ar Werc’hez
Roz-kamm ha rozennoù-gouez
Bleun-brug ar menez

[Diskan]
'Hed an hañv
Va baradozig 'vo digor
'Hed ar goañv
War un teñzor
'Hed an hañv
Va baradozig 'vo digor
'Hed ar goañv
War un teñzor

[Eil strofad]
Siwazh berraet an deiz
N'eo ket peurbadel barrezh ar wenanenn
Daougrommet gant an avel
Aet eo diganin va bleunioù kaer

Skeudoù vil ar gwall amzеr
O ouelañ war ar c’hoad
Gwerzioù hir ar gaouenn gozh
Gant ar C’had-noz o rodal

[Diskan]
'Hеd ar goañv
Va baradozig em c’halon
'Hed ar goañv
Va baradozig 'domm 'c’hanon
'Hed an hañv
Va baradozig 'vo digor
'Hed ar goañv
War un teñzor
'Hed an hañv
Va baradozig 'vo digor
'Hed ar goañv
War un teñzor

Curiosidades sobre a música Bleunioù pop up de Gwennyn

Quando a música “Bleunioù pop up” foi lançada por Gwennyn?
A música Bleunioù pop up foi lançada em 2021, no álbum “Immram”.

Músicas mais populares de Gwennyn

Outros artistas de Pop rock