Kimiad ar zoudard yaouank

Gilles Baudry, Prosper Proux

Ma c'halon a zo frailhed dre nerzh ma ankrezou
Ma daoulagad entanet n'o deuz mui a zaelou
Deud eo siouazh an devezh ma renkan dilezel
Lec'h kaer ma bugaleach, ma bro gaer Breizh Izel !

Keno did, ma zi balan, kuzhet barzh an draounien
Tachenn c'hlaz var behini, bugel e c'hoarien;
Gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere
E'pad tommder an hañvou, e kousken da greiz-de

Keno keno ! Mamm ha tad, bremañ n'esperit mui
E chommfe ho mab karet da c'harpan ho kozhni
Evit gounid d'hoc'h bara, vel m'hoc'h euz great d'ezban
Al Lezen zo didruezho kuitad a renkan

Nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu lenvz
Pa zeui ma c'hi ankenied e dro d'hoc'h da ruza;
Pa welfet war an oaled, ma skabellig c'houllou
O c'houeloù ma zadoù kozh gant Doue bet galvet

Keno ma muian karet, ma dousig koant Mari
Ur blanedenn diremet 'zo deut d'hon glac'hari
E'rusted ha levenez, skedus 'zo tremenet
'Vel en oabl ar goumoulenn gant an avel gwentet

S'il revenait l'absent
On le reconnaîtrait aux traces de ses pas sur la mer
À sa voix de lumière blessée
Aux allées et venues de ses pensées

Curiosidades sobre a música Kimiad ar zoudard yaouank de Yann-Fañch Kemener

De quem é a composição da música “Kimiad ar zoudard yaouank” de Yann-Fañch Kemener?
A música “Kimiad ar zoudard yaouank” de Yann-Fañch Kemener foi composta por Gilles Baudry, Prosper Proux.

Músicas mais populares de Yann-Fañch Kemener

Outros artistas de Celtic music