An oed a driwec'h vlé
Nozvezh kentañ ma eured me 'm oe komandemant
Dont da servij ar roue ret eo bezañ kontant
Dont da servij ar roue da souten an armoù
Ha ma dousig fransizan er ger ne ra 'met gouelo
Tavit tavit Fransizan tavit na ouelit ket
'Benn daou pe tri blez 'hamañ me 'deuy c'hoazh d'ho kwelet
'Benn daou pe tri blez 'hamañ pe ar pevar d'an hirrañ
Me a deuy c'hoazh d'ho kwelet ma dousig Fransizan
Tremenet 'oe 'n daou an tri blez ar bevare hag ar bempvet
Hag ar martolod yaouank er gêr n'errue ket
Tremenet oe 'r c'hwec'hvet blez hag ar seizhvet ivez
Hag ar martolod yaouank 'distroe ket d'ar c'hontre
Hag ar martolod yaouank na dije tamm da vale
Hag an dousig Fransizan 'n oe dimezet adarre
Dimezet hag eurejet deus an daol e koanio
Erru 'reas ur martolod e ti da c'houll loñjo
Boñsoar deoc'h-c'hwi matezh vihan ha c'hwi a loñjefe
Nag ur martolod yaouank 'tisrein deus an arme
O salhokroaz emezi amañ 'vihet ket loñjet
Amañ zo talari a-walc'h henoezh noz an eured
Met hemañ 'zo ur paotr fin goût a reas an doere
'H eas da gaout e voereb kozh 'n ur gambrig a-gostez
Boñsoar deoc'h-c'hwi moereb kozh na c'hwi a loñjefe
Nag ur martolod yaouank o tristrein deus an arme
Kar me 'zo 'r martolod yaouank deus an arme dizroet
Na 'meus ket na ti na loñch na gwele ebet da gousket
Noz eo 'nezhi ha glav a ra no oaran ket e-menn monet
Fe ya sur 'ta martolod amañ 'vihet loñjet
Fe ya sur 'ta martolod amañ 'vihet loñjet
'Barzh ur gwele mat a bleuñv henoazh e kouskihet
'Barzh ur gwele mat a bleuñv henoazh e kouskihet
Hag ho koan 'tebihet deus taol 'samblez gant tud an eured
Pe oe debret mat o c'hoanioù gant ar rummad kentañ
Hemañ 'choulles ar c'hartoù evit 'n em divertisañ
Fe d'am doue martolod kartoù 'vo ket c'hoariet
Chistr a zo er varrikenn 'ray ket vezh bout evet
Sonerien a zo sa zont 'ray ket vezh bout dañset