Bro gozh ma zadoù

William Jenkyn Jones

" Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat
A skuilhas eviti o gwad
Refrain
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma Bro !
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed
Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer
Enne kousk meur a Vreizhad taer !
Refrain
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv ;
N'eus pobl ken kalonek a zindan an neñv
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno
O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro !
Refrain
Mar d'eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras
He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz
Dihunet out bremañ, ma Breizh

Curiosidades sobre a música Bro gozh ma zadoù de Nolwenn Leroy

Quando a música “Bro gozh ma zadoù” foi lançada por Nolwenn Leroy?
A música Bro gozh ma zadoù foi lançada em 2010, no álbum “Bretonne”.
De quem é a composição da música “Bro gozh ma zadoù” de Nolwenn Leroy?
A música “Bro gozh ma zadoù” de Nolwenn Leroy foi composta por William Jenkyn Jones.

Músicas mais populares de Nolwenn Leroy

Outros artistas de Romantic